Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Gwelloc'h eo ur bugel paour ha fur eget ur roue kozh ha diskiant, ha na oar ket kemer kuzul.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 4:13
11 Iomraidhean Croise  

Setu amañ lignez Jakob. Jozef, oadet a seitek vloaz, a vesae al loened gant e vreudeur. Ar bugel a oa e-kichen mibien Bilha ha mibien Zilpa, gwragez e dad. Ha Jozef a zegase d'e dad o c'homzoù fall.


Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!


Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.


Gwelloc'h eo ar paour a gerzh en eeunder eget an hini a gomz gant fallentez hag a zo diboell.


Gwelloc'h eo ar paour a gerzh en eeunder, eget an hini gwallsiek e hentoù hag a zo pinvidik.


Mard eo un den kreñvoc'h eget unan hepken, daou a c'hello herzel outañ. Ar gordenn teir breunenn ne dorr ket buan.


Ar furnez a ro muioc'h a nerzh d'an den fur eget dek gouarnour a vefe en ur gêr.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan