Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Pep tra a ya d'un hevelep lec'h; graet eo bet pep tra eus ar poultr, pep tra a zistro da boultr.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 3:20
20 Iomraidhean Croise  

Bloavezhioù buhez Ismael a voe kant seizh vloaz ha tregont. Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.


Abraham a zianalas hag a varvas en ur gozhni gaer, oadet ha gwalc’het a zeizioù, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.


Debriñ a ri bara dre c'hwezenn da zremm betek ma tistroi en douar ma'z out bet kemeret anezhañ, rak poultr out hag e tistroi er poultr.


Met pa varv an den, e chom dic'halloud; p'en deus rentet e analad diwezhañ, pelec'h emañ?


Mar marv un den, daoust hag ec'h advevo? E-pad holl zeizioù va stourm e c'hortozin, ken na zeufe va c'hemmadenn.


Pa c'hortozan lec'h ar marv evit chomlec'h, pa gempennan va gwele en deñvalijenn,


Ha ne astenner ket an dorn e-kreiz an distruj? Ha ne c'heller ket leuskel ur griadenn en glac'har?


pep kig a varvfe a-gevret, hag an den a zistrofe d'ar poultr.


Ar goabrenn a steuz hag a ya kuit, evel-se an hini a ziskenn da lec'h ar marv ne adsavo ken.


rak gouzout a ra eus petra ez omp graet, soñj en deus n'omp nemet poultrenn.


Ha kuzhat a rez da zremm? Int a zo kollet. Ha tennañ a rez da alan diouto? Neuze e varvont hag e tistroont en o foultr.


Hennezh eo an hent ma fiziont warnañ, hag ouzh e heuliañ en em blijont en o c'homzoù.  Ehan


a-raok ma tistroio ar poultr d'an douar evel ma oa bet, hag ar spered da Zoue en deus e roet.


Piv a oar hag-eñ e pign c'hwezh an dud d'an nec'h, hag-eñ e tiskenn c'hwezh al loened d'an traoñ en douar?


Evitañ da vezañ bevet div wech mil vloaz, n'eo bet laouen eus mad ebet. Daoust ha ned a ket an holl d'un hevelep lec'h?


Gwelloc'h eo mont d'un ti a c'hañv eget mont d'un ti a fest, rak eno emañ diwezh pep den, hag an hini a zo bev a laka kement-se en e galon.


Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.


Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.


Sellout a ri outi. Ha neuze, te ivez a vo dastumet gant da bobl, evel m'eo bet dastumet Aaron da vreur,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan