Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 3:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 3:19
18 Iomraidhean Croise  

Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit.


Ha kuzhat a rez da zremm? Int a zo kollet. Ha tennañ a rez da alan diouto? Neuze e varvont hag e tistroont en o foultr.


Soñjal a reont e pado o ziez da viken, hag o chomlec'hioù a oad da oad, roet o deus o anvioù d'o douaroù.


Met an den ne c'hell ket chom en e sked, heñvel eo ouzh al loened, mont a ra d'ar marv.


mont a ri koulskoude etrezek rummad da dadoù, na adwelint biken ar sklêrijenn.


Sellet em eus ouzh kement a vez graet dindan an heol, ha setu, pep tra a zo avel ha poan spered.


Lakaet em eus va c'halon da anavezout ar furnez, ha da anavezout ar sotoni hag ar follentez; met intentet em eus eo kement-se ivez ur boan spered.


Ar fur en deus e zaoulagad en e benn, hag an diskiant a gerzh en deñvalijenn. Met gouezet em eus ivez ec'h erru un hevelep darvoud ganto holl.


Eñvor an den fur ne bado ket pelloc'h eget hini an den diskiant, peogwir en deizioù da zont kement a zo a vo ankouaet. Penaos e varv ar fur evel an diskiant?


Gwelloc'h eo mont d'un ti a c'hañv eget mont d'un ti a fest, rak eno emañ diwezh pep den, hag an hini a zo bev a laka kement-se en e galon.


Rak an den n'anavez ket zoken e amzer; evel ar pesked a zo kemeret er gwall roued hag al laboused a zo tapet el las, evel-se eo ereet an dud en amzer ar gwalleur, pa gouezh warno a-daol-trumm.


Pep tra en em gav ingal gant an holl: an hevelep darvoud d'an den reizh ha d'an den fall, d'an den mat ha glan ha d'an hini dic'hlan, d'an den a ro aberzhoù ha d'an hini na ro ket; bez' emañ eus an den mat evel eus ar pec'her, eus an den a dou evel eus an hini en deus aon da douiñ.


Mar marv an dud-se evel ma varv an holl dud, ma c'hoarvez d'an dud-se evel ma c'hoarvez d'an holl dud, an AOTROU n'en deus ket va c'haset,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan