Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
Komzet em eus em c'halon o lavarout: Setu em eus kresket ha brasaet e furnez, muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem, ha va c'halon he deus gwelet kalz a furnez hag a anaoudegezh.
Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.
Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c’hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.