Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ha ra zebro hag evo pep hini, ha ra vo laouen e-kreiz e holl labour, un donezon digant Doue eo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 3:13
14 Iomraidhean Croise  

Rak debriñ a ri eus labour da zaouarn, eürus e vi hag e vleugni.


Deuit ha va selaouit, mibien, hag e teskin deoc'h doujañs an AOTROU.


Ha ne vije netra gwelloc'h evit un den eget debriñ hag evañ, ha lakaat e ene da vezañ laouen e-kreiz e labour? Gwelet em eus ivez e teue kement-se eus dorn Doue.


Divizet em eus em c'halon da reiñ va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagañ ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neñvoù e-pad deizioù o buhez.


Doue a ro d'un den pinvidigezhioù, madoù hag enorioù, e doare na vank netra d'e ene eus ar pezh a c'hellfe c'hoantaat, met Doue ne lez ket anezhañ da zebriñ diouto, hag un diavaeziad o debro. Kement-se a zo avel ha gwall-zroug.


Setu perak em eus meulet al levenez, dre ma n'eus netra gwelloc'h evit an den dindan an heol, evel debriñ, evañ ha laouenaat. Kement-se eo ar pezh a vano gantañ eus e labour e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ dindan an heol.


Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.


Eno e tebrot dirak an AOTROU ho Toue hag e laouenaiot, c'hwi hag ho tiegezhioù, eus an holl draoù en devo resevet ho taouarn hag en devo ho penniget an AOTROU ho Toue drezo.


hag e laouenai gant al Leviad ha gant an diavaeziad a vo ez touez, evit an holl vadoù roet dit ha da'z tiegezh gant an AOTROU da Zoue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan