Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.
Ha ne vije netra gwelloc'h evit un den eget debriñ hag evañ, ha lakaat e ene da vezañ laouen e-kreiz e labour? Gwelet em eus ivez e teue kement-se eus dorn Doue.
Divizet em eus em c'halon da reiñ va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagañ ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neñvoù e-pad deizioù o buhez.
Gwelet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen gant e oberoù, ar pezh a zo e lodenn. Rak piv en kaso en-dro evit gwelout ar pezh a vo en e c'houde?
Setu perak em eus meulet al levenez, dre ma n'eus netra gwelloc'h evit an den dindan an heol, evel debriñ, evañ ha laouenaat. Kement-se eo ar pezh a vano gantañ eus e labour e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ dindan an heol.
Deuet out a-ziarbenn d'an hini a laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.
Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.
Debriñ a ri anezho dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue eus an holl draoù en devo resevet da zaouarn.
Eno e tebrot dirak an AOTROU ho Toue hag e laouenaiot, c'hwi hag ho tiegezhioù, eus an holl draoù en devo resevet ho taouarn hag en devo ho penniget an AOTROU ho Toue drezo.
Evel m'en doa an AOTROU plijadur oc'h ober vad deoc'h hag o kreskiñ ac'hanoc'h, evel-se en devo an AOTROU plijadur o koll ac'hanoc'h hag o tistrujañ ac'hanoc'h, hag e viot tennet eus ar vro ez i d'he ferc'hennañ.