Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 2:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 2:26
24 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a lavaras da Noe: Kae e-barzh an arc'h gant da holl diegezh, rak da welet em eus reizh dirazon er rummad-mañ.


Met ar spered a zo en den, hag awen an Holl-C'halloudeg eo a ro poell.


Piv en deus lakaet ar furnez er c'hreizon, hag ar poell er galon?


Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez!  Ehan


Pec'het em eus a-enep dit, a-enep dit-te da-unan, hag em eus graet ar pezh a zo fall dirak da zaoulagad, en doare ma vi reizh pa gomzi, didamall pa varni.


An den mat a dreuzkaso e hêrezh da vibien e vibien, met pinvidigezhioù ar pec'her a zo miret evit an den reizh.


Rak an AOTROU a ro ar furnez, eus e c'henoù e teu an anaoudegezh hag ar meiz.


An hini a gresk e vadoù dre gampi ha dre uzurerezh, a zastum evit an hini en devo truez ouzh ar beorien.


ha lakaet em eus va c'halon da glask ha da furchal gant furnez kement a vez graet dindan an neñvoù. Hennezh a zo un dra boanius roet digant Doue da vibien an dud, evit bezañ pledet ganti.


Sellet em eus ouzh kement a vez graet dindan an heol, ha setu, pep tra a zo avel ha poan spered.


Rak piv en deus debret ha laouenaet muioc'h egedon?


Gwelet em eus al labour en deus roet Doue da vibien an dud evit e ober.


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan