Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ha piv a oar hag-eñ e vo fur pe diskiant? Koulskoude e vo mestr war va holl labour ez on en em roet dezhañ, ha war ar pezh am eus graet gant furnez dindan an heol. Kement-se ivez a zo avel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 2:19
14 Iomraidhean Croise  

Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.


Met ar roue a respontas garv d'ar bobl, o tilezel an ali o doa roet dezhañ ar re gozh.


Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.


Setu perak on deuet da zizesperiñ em c'halon diwar-benn an holl labour ez on en em roet dezhañ dindan an heol.


Gwelet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen gant e oberoù, ar pezh a zo e lodenn. Rak piv en kaso en-dro evit gwelout ar pezh a vo en e c'houde?


Gwelet em eus ivez ar furnez-mañ dindan an heol, hag e seblante din un dra bouezus.


Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.


Rak karantez an arc’hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc’het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan