Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez! Ehan
ha lakaet em eus va c'halon da glask ha da furchal gant furnez kement a vez graet dindan an neñvoù. Hennezh a zo un dra boanius roet digant Doue da vibien an dud, evit bezañ pledet ganti.
Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.
Rak un den en deus labouret gant furnez, anaoudegezh ha berzh, hag e lez holl da hêrezh d'un den all n'en deus ket labouret d'e gas da benn. Kement-se ivez a zo avel hag un dra fall.
Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Gwelet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen gant e oberoù, ar pezh a zo e lodenn. Rak piv en kaso en-dro evit gwelout ar pezh a vo en e c'houde?
Setu ar pezh am eus gwelet: un dra vat ha dudius eo evit an den debriñ, evañ ha bezañ laouen, e-kreiz e holl labour en deus graet dindan an heol, e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ, ar pezh a zo e lodenn.
Bez laouen gant ar wreg a garez e-pad holl zeizioù da vuhez a avel a zo roet dit dindan an heol, e-pad hol zeizioù da avel, rak hennezh eo da hêrezh ez puhez, e-kreiz da labour a rez dindan an heol.
Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.