Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.
Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.
Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.
Perak e rez din gwelout an drougiezh, hag e sellez ouzh ar fallentez? Rak ar gwaskerezh hag an taerder a zo dirazon. Bez' ez eus enebiezhoù, hag an dizunvaniezh en em sav.