Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ar fur en deus e zaoulagad en e benn, hag an diskiant a gerzh en deñvalijenn. Met gouezet em eus ivez ec'h erru un hevelep darvoud ganto holl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 2:14
16 Iomraidhean Croise  

Doujañs an AOTROU a zo digemmesk, padout a ra da virviken. Barnedigezhioù an AOTROU n'int nemet gwirionez, holl int reizh a-dra-sur.


evit ma kendalc'hint de vevañ da virviken, ha ma ne welint ket ar poull.


Rak e weler e varv ar re fur. Ar genaoueg hag an diskiant a varv ivez, hag a lez o madoù da re all.


Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh.


Emañ ar furnez dirak an den poellek, met daoulagad an hini diboell a ya da benn an douar.


Eñvor an den fur ne bado ket pelloc'h eget hini an den diskiant, peogwir en deizioù da zont kement a zo a vo ankouaet. Penaos e varv ar fur evel an diskiant?


Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.


Evitañ da vezañ bevet div wech mil vloaz, n'eo bet laouen eus mad ebet. Daoust ha ned a ket an holl d'un hevelep lec'h?


Rak peseurt gounid a zo d'an den fur war an den diskiant? Peseurt gounid a zo d'ar glac'haret a oar en em ren e-touez ar re vev?


Gwelloc'h eo mont d'un ti a c'hañv eget mont d'un ti a fest, rak eno emañ diwezh pep den, hag an hini a zo bev a laka kement-se en e galon.


Piv a zo evel an den fur? Piv a anavez penaos eo an traoù? Furnez an den a ra lugerniñ e zremm, ha garvder e zoare a vo kemmet.


Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.


Neuze em eus lavaret: Furnez a zo gwelloc'h eget nerzh, ha koulskoude disprizet eo furnez ar paour, hag e gomzoù n'int ket selaouet.


Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec’h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan