Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 12:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Avel an avelioù, eme ar Prezeger, pep tra a zo avel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 12:8
10 Iomraidhean Croise  

Pobloù, fiziit ennañ e pep amzer, digorit ho kalonoù dirazañ. Doue eo hor repu.  Ehan


Komzoù ar Prezeger mab David, roue Jeruzalem.


Me ar Prezeger a zo bet roue war Israel e Jeruzalem,


Sellet em eus ouzh kement a vez graet dindan an heol, ha setu, pep tra a zo avel ha poan spered.


Lakaet em eus va c'halon da anavezout ar furnez, ha da anavezout ar sotoni hag ar follentez; met intentet em eus eo kement-se ivez ur boan spered.


Avel an avelioù, eme ar Prezeger, avel an avelioù, pep tra a zo avel.


Ha kasaet em eus ar vuhez-mañ, rak kement a vez graet dindan an heol ne blij ket din, ha pep tra a zo avel ha poan spered.


Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Rak piv a oar ar pezh a zo mat evit an den en e vuhez, e-pad deizioù e vuhez a avel emañ o tremen evel ur skeud? Ha piv a c'hell lavarout d'un den ar pezh a vo war e lerc'h dindan an heol?


An den n'eo ket mestr d'e spered evit gallout e zerc'hel, ha n'en deus galloud ebet war zeiz ar marv. N'eus diskarg ebet eus an emgann-se, hag an drougiezh ne zieubo ket ar re a berc'henno anezhi.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan