Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 a-raok ma tistroio ar poultr d'an douar evel ma oa bet, hag ar spered da Zoue en deus e roet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 12:7
23 Iomraidhean Croise  

Abraham a gomzas hag a lavaras: Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'on nemet poultr ha ludu.


Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev.


Debriñ a ri bara dre c'hwezenn da zremm betek ma tistroi en douar ma'z out bet kemeret anezhañ, rak poultr out hag e tistroi er poultr.


E eskern a zo leun a yaouankiz, met a zo gourvezet gantañ er poultr.


Perak ne zilamez ket va fazi ha ne dremenfes ket a-us da'm direizhder? Rak ez an bremañ da c'hourvez er poultr; va c'hlask a ri ha ne vin ken.


rak gouzout a ra eus petra ez omp graet, soñj en deus n'omp nemet poultrenn.


Ha kuzhat a rez da zremm? Int a zo kollet. Ha tennañ a rez da alan diouto? Neuze e varvont hag e tistroont en o foultr.


e c'hwezh a ya digantañ, distreiñ a ra d'ar poultr, hag en deiz-se e ya da goll e c'hoantoù.


Lakaat a ran va spered etre da zaouarn, va dasprenet ec'h eus, o AOTROU, Doue a wirionez!


Ober a rez d'an den distreiñ d'ar boultrenn, hag e lavarez: Mibien an dud, distroit!


Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.


Ar roue Sedesia a douas e kuzh da Jeremiaz, o lavarout: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet deomp an ene! Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv ha ne lakain ket ac'hanout etre daouarn an dud-se a glask da vuhez.


Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.


Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:


Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?


Ra lakaio an AOTROU, Doue ar speredoù a bep kig, war ar vodadenn, un den


Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.


Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered!


ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentañ-ganet a zo skrivet o anvioù en neñvoù, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoù ar re reizh deuet d’ar barfeted,


A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan