Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 12:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 pa'z po aon rak ar pezh a zo uhel, pa vi spontet en ur gerzhout, pa vleunio an alamandezenn, pa zeuio pouezus ar c'hilhog-raden, ha pa vanko an naon, dre ma yelo an den etrezek e di peurbadus, hag e raio al leñverien tro ar straedoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 12:5
19 Iomraidhean Croise  

Respont a reas: Va mab ne ziskenno ket ganeoc'h rak e vreur a zo marv, hag hemañ a chom e-unan. Ma c'hoarvezfe gwalleur gantañ en hent emaoc'h o vont, e lakafec'h va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv.


Mar lamit ivez hemañ diganin ha mar en em gav gwalleur gantañ, e lakaiot va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv.


e c'hoarvezo penaos adalek ma ne welo ket ar bugel ganeomp e varvo. Ha da servijerien a lakaio da ziskenn gant glac'har blev gwenn da servijer hon tad e lec'h ar marv.


Bez' ez eus ivez e-touez ac'hanomp blev gwenn ha tud oadet, pinvidikoc'h a zeizioù eget da dad.


Pa c'hortozan lec'h ar marv evit chomlec'h, pa gempennan va gwele en deñvalijenn,


Gouzout a ran e kasi ac'hanon d'ar marv, d'al lec'h merket evit an holl re vev.


Zoken betek ar gozhni, betek ar gozhni wenn, o Doue, na'm dilez ket, ken na'm bo embannet nerzh da vrec'h d'ar rummad-mañ, da c'halloud d'an holl re a vo ganet,


Ar blev gwenn a zo ur gurunenn a c'hloar, kavet eo en hent ar reizhder.


Nerzh ar re yaouank a zo o gloar, hag ar blev gwenn a zo enor ar re gozh.


Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.


Betek ho kozhni e chomin an hevelep hini, betek ho kozhni gwenn e skoazellin ac'hanoc'h. Graet em eus kement-se dija, hag ho tougin c'hoazh, ho skoazellin hag ho tieubin.


Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se: Petra a welez, Jeremiaz? Hag e lavaris: Gwelout a ran ur skourr alamandezenn.


O stlabezañ a rin e-touez ar broadoù n'o deus ket anavezet, nag int nag o zadoù, hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo kuzumet anezho.


Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan