Oadet on hiziv a bevar-ugent vloaz. Ha gellout a c'hellfen disheñvelaat ar mad diouzh an droug? Da servijer, ha blasaat a rafe ar pezh a zebrfe hag a evfe? Ha gellout a c'hellfen c'hoazh klevout mouezh ar ganerien hag ar c'hanerezed? Perak e vefe c'hoazh da servijer ur bec'h evit ar roue va aotrou?
Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.
Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c’hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout.