Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 11:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Met pa vevfe un den un niver bras a vloavezhioù, ra vo laouen e-pad an holl vloavezhioù-se, ha ra en devo soñj eus deizioù an deñvalijenn a vo niverus. Kement a c'hoarvez a zo avel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 11:8
32 Iomraidhean Croise  

a-raok ma'z in kuit hep distreiñ, da vro an deñvalijenn ha skeud ar marv,


douar teñval evel an noz, e-lec'h m'emañ skeud ar marv hep urzh ebet, hag e-lec'h m'eo ar sklêrijenn evel an noz.


Met pa varv an den, e chom dic'halloud; p'en deus rentet e analad diwezhañ, pelec'h emañ?


an den en em c'hourvez ha n'adsav ken. Betek na vo ken a neñvoù, ne zihunint ket ha ned aint ket er-maez eus o c'housk.


Redek a ra amañ hag ahont o klask e vara. Pelec'h emañ? Gouzout a ra eo deiz an deñvalijenn kempennet evitañ.


Kaset e vo eus ar sklêrijenn d'an deñvalijenn, bountet e vo er-maez eus ar bed.


mont a ri koulskoude etrezek rummad da dadoù, na adwelint biken ar sklêrijenn.


Ro ul lodenn anezhañ da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar.


Ha lavaret em eus em c'halon: Erruout a raio ganin evel gant an diskiant. Da betra e talv din bezañ bet furoc'h? Ha lavaret em eus em c'halon ez eo ivez kement-se avel.


Ha kasaet em eus ar vuhez-mañ, rak kement a vez graet dindan an heol ne blij ket din, ha pep tra a zo avel ha poan spered.


Ha piv a oar hag-eñ e vo fur pe diskiant? Koulskoude e vo mestr war va holl labour ez on en em roet dezhañ, ha war ar pezh am eus graet gant furnez dindan an heol. Kement-se ivez a zo avel.


Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Ne oa ket a ziwezh d'an holl bobl, d'an holl re ma oa e penn anezho. Koulskoude ar re a zeuio da c'houde ne vint ket laouen diwar e benn. A-dra-sur kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.


Pa vez kalz a draoù, e vez kalz a avel, ha peseurt gounid en deus an den?


Evitañ da vezañ bevet div wech mil vloaz, n'eo bet laouen eus mad ebet. Daoust ha ned a ket an holl d'un hevelep lec'h?


En deiz ar mad, bez laouen, hag en deiz an dristidigezh, taol evezh; graet en deus Doue an eil evel egile, evit na gavo an den netra eus ar pezh a vo war e lerc'h.


Rak petra bennak ma ra ur pec'her kant gwech traoù fall, e kendalc'h da vevañ; koulskoude me a oar ivez e vo eurvad evit ar re a zouj Doue hag a gren dirak e zremm.


Setu perak em eus meulet al levenez, dre ma n'eus netra gwelloc'h evit an den dindan an heol, evel debriñ, evañ ha laouenaat. Kement-se eo ar pezh a vano gantañ eus e labour e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ dindan an heol.


Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.


Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deñvalijenn don.


devezh a deñvalijenn hag hep gouloù, devezh a goumoul hag a goabr. Evel m'en em astenn ar gouloù-deiz war ar menezioù, setu ur bobl vras ha galloudus, evel n'eus ket bet en holl amzerioù, hag evel na vo ken war he lerc'h a oad da oad.


Neuze ar roue a lavaras d’ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d’e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.


Ma vijent fur, e komprenjent kement-mañ, hag e soñjjent er pezh a c'hoarvezo ganto d'an diwezh.


Lavarout a raent deoc’h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc’hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan