Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 10:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ober a reer predoù evit laouenaat, ar gwin a ro plijadur d'ar vuhez, met an arc'hant a respont da bep tra.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 10:19
33 Iomraidhean Croise  

Hag e kasas meuzioù dezho azirazañ, met lodenn Benjamin a oa pemp gwech vrasoc'h eget al lodennoù all. Evañ a rejont, hag e laouenajont gantañ.


Hag Absalom a roas un urzh d'e servijerien o lavarout: Lakait evezh pa vo seder kalon Amnon gant ar gwin, ha pa lavarin deoc'h, skoit war Amnon, lazhit-eñ. N'ho pet ket aon, ha n'eo ket me en gourc'hemenn deoc'h? Bezit kreñv ha kalonek.


Met ar roue David a lavaras da Ornan: Nann, fellout a ra din e brenañ ar pezh a dalvez, rak ne ginnigin ket d'an AOTROU ar pezh a zo dit, ne ginnigin ket ul loskaberzh na goust netra din.


An holl re a oa en-dro dezho a galonekaas anezho gant traoù arc'hant hag aour, madoù, loened, traoù prizius, en tu-hont d'ar profoù a youl vat.


Hag e lavaris dezho: Dasprenet hon eus, hervez hor galloud, hor breudeur Yuzev a oa bet gwerzhet d'ar broadoù, ha c'hwi a werzhfe hoc'h-unan ho preudeur? Ha deomp-ni e vefent gwerzhet? Hag e tavjont, ne ouezjont mui petra lavarout.


D'ar seizhvet deiz, pa voe laouenaet kalon ar roue gant ar gwin, e c'hourc'hemennas da Vehuman, Bizta, Harbona, Bigta, Abagta, Zetar ha Karkaz, ar seizh spazhad a servije dirak ar roue Asueruz,


hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.


Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.


Divizet em eus em c'halon da reiñ va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagañ ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neñvoù e-pad deizioù o buhez.


Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.


Hag he madoù hag he gounid a vo santelaet d'an AOTROU. Ne vint ket berniet na miret. He madoù a vo evit a re a zo o chom dirak an AOTROU, evit m'o devo o gwalc'h da zebriñ ha ma en em wiskint gant dilhad a-zibab.


Krial a reer er straedoù pa n'eus ket a win, pep levenez a zo troet e teñvalijenn, joa an douar a zo aet kuit.


Met, evit na roimp ket ur wallskouer dezho, kae d’ar mor, taol an higenn, tenn ar c’hentañ pesk a zeuio, digor e c’henoù hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.


Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.


Hag e lavarin da’m ene: Va ene, kalz a vadoù ac’h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen.


Ha me a lavar deoc’h: Grit mignoned deoc’h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus.


Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.


An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c’halloud, ur sikour d’ar vreudeur a chome e Judea.


Gwerzhañ a raent o zraoù hag o madoù, hag e lodennent anezho d’an holl, hervez an ezhomm en doa pep hini.


Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.


E dad a ziskennas da gavout ar plac'h, ha Samzun a reas eno ur fest, e-giz ma rae an dud yaouank.


Met ar winienn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va gwin mat, a laouena Doue hag an dud, evit mont da fiñval a-us d'ar gwez?


Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennañ, hag e oa mezv-kenañ. Hi ne lavaras dezhañ an disterañ tra betek an deiz warlerc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan