Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.
Ha tud a netra, tud fall, a zo en em unanet gantañ, hag int o deus en em nerzhekaet a-enep Roboam mab Salomon. Roboam a oa yaouank ha tener, ha ne c'hellas ket derc'hel dirazo.
Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.
Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.