Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 10:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 An den diskiant a liesa ar c'homzoù, koulskoude ne oar ket an den ar pezh a c'hoarvezo gantañ. Piv a zisklêrio dezhañ ar pezh a vo war e lerc'h?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 10:14
13 Iomraidhean Croise  

Lakaat a ra an disentidigezh en tu-hont d'e bec'hed, hag e stlak e zaouarn en hon touez, hag e komz muioc'h-muiañ a-enep Doue.


en aner en deus Job digoret e c'henoù, ha berniet en deus lavarioù war lavarioù hep skiant.


Pa vez kalz a gomzoù, ne vank ket ar pec'hed, met an hini a zalc'h e vuzelloù a zo fur.


Teod ar furien a ziskouez anaoudegezh, met genoù an amoeded a skuilh sotonioù.


Labour an diskianted o skuizh, dre ma n'ouzont ket mont betek kêr.


Gwelet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen gant e oberoù, ar pezh a zo e lodenn. Rak piv en kaso en-dro evit gwelout ar pezh a vo en e c'houde?


Rak dont a ra an huñvreoù eus prederioù niverus, hag ar mouezh diskiant eus komzoù niverus.


Rak piv a oar ar pezh a zo mat evit an den en e vuhez, e-pad deizioù e vuhez a avel emañ o tremen evel ur skeud? Ha piv a c'hell lavarout d'un den ar pezh a vo war e lerc'h dindan an heol?


En deiz ar mad, bez laouen, hag en deiz an dristidigezh, taol evezh; graet en deus Doue an eil evel egile, evit na gavo an den netra eus ar pezh a vo war e lerc'h.


Rak ne oar ket ar pezh a c'hoarvezo; ha piv a lavaro dezhañ penaos en em gavo?


A-dra-sur em eus lakaet va c'halon da gement-se, evit sklêrijennañ kement-se ha penaos ar re reizh hag ar re fur, hag o oberoù, a zo e dorn Doue, hag ar garantez hag ar gasoni, met an dud n'anavezont netra eus kement a zo dirazo.


Daeet hoc'h eus ac'hanon gant ho kenoù, ha liesaet hoc'h eus ho komzoù a-enep din, ha klevet em eus.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan