Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 10:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Penn-kentañ komzoù e c'henoù a zo ur follentez, ha diwezh e brezegenn a zo ur wall sotoni.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 10:13
25 Iomraidhean Croise  

Met setu holl dud Israel a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras dezhañ: Perak o deus da skrapet hor breudeur tud Juda? Perak o deus lakaet da dremen ar Jordan ar roue, e diegezh, hag holl dud David gantañ?


Hag e lavaras: Pa ne sikour ket an AOTROU ac'hanout, a-belec'h e sikourin-me ac'hanout? Hag e vefe diouzh al leur pe diouzh ar waskerell?


Ar roue a lavaras: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni, ma chom hiziv e benn war Elizea mab Shafad.


Pep den poellek a labour gant ijin, met an hini diboell a ziskouez e sotoni.


Pa stourm un den fur gant un diskiant, pe e krozo pe e c'hoarzho, n'en devo ket a ziskuizh.


An den diskiant a liesa ar c'homzoù, koulskoude ne oar ket an den ar pezh a c'hoarvezo gantañ. Piv a zisklêrio dezhañ ar pezh a vo war e lerc'h?


Na hast ket digeriñ da c'henoù, ha na lez ket da galon da vezañ buan o tisklêriañ ur gomz dirak Doue. Rak Doue a zo en neñvoù, ha te war an douar. Ra vo dibaot eta da gomzoù.


Lakaet em eus va c'halon da anavezout, da furchal ha da glask ar furnez hag an abegoù a bep tra, ha da anavezout drougiezh ar follentez ha diskiantegezh ar sotoni.


Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.


Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc’het a-raok lein.


Int a voe leuniet a fulor hag en em guzuilhjont war ar pezh a c’helljent ober da Jezuz.


Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezho: Perak e rit ar pezh n’eo ket aotreet ober d’an deizioù sabad?


Ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d’ar marv,


D'ar seizhvet deiz e lavarjont da wreg Samzun: Hoal da waz evit ma tisplego deomp an divinadell, anez da-se e tevimp ac'hanout, te ha ti da dad. Hor pedet hoc'h eus evit hon diwiskañ, n'eo ket?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan