Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Komzoù genoù ar fur a zo leun a c'hras, met muzelloù an diskiant en lonk.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 10:12
36 Iomraidhean Croise  

David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.


Ho nerzhañ a rafen gant va genoù, ha fiñvadenn va muzelloù ho tinec'hfe.


AOTROU, na ro ket d'an hini drouk e c'hoantoù, n'en lez ket da zont a-benn eus e vennadoù, en em uhelaat a rafe.  Ehan


Genoù an den reizh a zisklêrio ar furnez, hag e deod a lavaro ar pezh a zo eeun.


Met Doue a daol outo ur bir. A daol-trumm ez int skoet.


An hini a wilc'h e lagad a ra trubuilh, hag an hini a zo diskiant a vuzelloù a gouezho.


An hini a zo fur a galon a zegemer ar gourc'hemennoù, met an hini diskiant a vuzelloù a gouezho.


Bez' ez eus tud a ra poan evel beg ar c'hleze pa gomzont, met teod ar re fur a zo yec'hed.


Teod ar furien a ziskouez anaoudegezh, met genoù an amoeded a skuilh sotonioù.


Laouen eo un den pa respont gant e vuzelloù, ha pegen mat eo ur gomz lavaret e koulz!


Ar falstest ne chomo ket digastiz, hag an hini a lavar gevier ne dec'ho ket.


Ar roue eo mignon an hini a gar glanded a galon hag en deus gras war e vuzelloù.


Evel ur spernenn e dorn ar mezvier, evel-se emañ ur c'hrennlavar e genoù an den diboell.


Digeriñ a ra he genoù gant furnez, hag ul lezenn a vadelezh a zo war he zeod.


Komzoù ar fur a zo evel broudoù, dastumet int en un teskad evel tachoù plantet; roet int bet dre ur mêsaer hepken.


An den diskiant a groaz e zaouarn hag en em zebr e-unan:


Na hast ket digeriñ da c'henoù, ha na lez ket da galon da vezañ buan o tisklêriañ ur gomz dirak Doue. Rak Doue a zo en neñvoù, ha te war an douar. Ra vo dibaot eta da gomzoù.


Na lez ket da c'henoù da'z lakaat da bec'hiñ, ha na lavar ket dirak kannad Doue ez eo dre zievezh. Perak e fulorfe Doue en abeg da'z mouezh, hag e tistrujfe oberoù da zaouarn?


Gwelloc'h eo komzoù ar fur klevet e peoc'h eget kriadennoù roue ar re ziskiant.


An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat ar galon, hag an den fall a denn traoù fall eus an teñzor fall.


Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.


An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c’homzoù a c’hras a zeue eus e c’henoù, hag e lavarjont: Ha n’eo ket hemañ mab Jozef?


Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d’ar re o c’hlevo.


Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan