11 An naer a flemm pa n'eo ket hudet, hag an huder ne dalvez ket gwelloc'h.
Pa zeuas Doeg an Edomad da reiñ keloù da Saül, ha da lavarout dezhañ e oa aet David da di Akimelek.
na selaou ket mouezh an achantourien, mouezh ar strobineller ampartañ.
Va gwarez diouzh irienn ar re zrouk, diouzh tousmac'h ar vicherourien a zireizhder,
Ar marv hag ar vuhez a zo e galloud an teod, ar re a gar e implijout a zebro ar frouezh anezhañ.
Mard eo dallet an houarn ha ma n'eo ket bet lemmet e zroc'h, e ranko kreskiñ div wech e nerzh. Met ar furnez he deus ar gounid da reiñ ampartiz.
Rak setu e kasan a-enep deoc'h naered, naered-gwiber, ha n'eus strobinell ebet a-enep dezho, hag e krogint ennoc'h, eme an AOTROU.
An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c’horf a-bezh hag oc’h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.
met den ebet ne c’hell doñvaat an teod, un droug eo na c’heller ket trec’hiñ, leun eo a vinim marvel.