Divizet em eus em c'halon da reiñ va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagañ ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neñvoù e-pad deizioù o buhez.
Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.
Pa em eus lakaet va c'halon da anavezout ar furnez ha da deurel evezh ouzh an traoù a vez graet war an douar, rak an den ne ro diskuizh d'e zaoulagad na deiz na noz,
Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.