Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.
Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.
Ne oa ket a ziwezh d'an holl bobl, d'an holl re ma oa e penn anezho. Koulskoude ar re a zeuio da c'houde ne vint ket laouen diwar e benn. A-dra-sur kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Pa em eus lakaet va c'halon da anavezout ar furnez ha da deurel evezh ouzh an traoù a vez graet war an douar, rak an den ne ro diskuizh d'e zaoulagad na deiz na noz,