Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 ha lakaet em eus va c'halon da glask ha da furchal gant furnez kement a vez graet dindan an neñvoù. Hennezh a zo un dra boanius roet digant Doue da vibien an dud, evit bezañ pledet ganti.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 1:13
22 Iomraidhean Croise  

Debriñ a ri bara dre c'hwezenn da zremm betek ma tistroi en douar ma'z out bet kemeret anezhañ, rak poultr out hag e tistroi er poultr.


Lakaet eo un dibenn d'an deñvalijenn, hag e vez klasket betek an harzoù pellañ mein kuzhet en deñvalijenn hag e skeud ar marv.


Oberennoù an AOTROU a zo bras, enklasket int gant an holl re a gav plijadur enno.


An hini a chom en e gorn a heuilh e dech, en em galeta a-enep pep skiant.


Kalon an den poellek a zastum anaoudegezh, ha skouarn an hini fur a glask anaoudegezh.


Va mab, ro din da galon, ha ra lakaio da zaoulagad evezh ouzh va hentoù.


Gloar Doue eo kuzhat an traoù, met gloar ar rouaned eo furchal an traoù.


Ar furnez eo ar penn-kentañ; degemer ar furnez ha, gant kement ec'h eus, degemer ar poell.


Lakaet em eus va c'halon da anavezout ar furnez, ha da anavezout ar sotoni hag ar follentez; met intentet em eus eo kement-se ivez ur boan spered.


Evel ma n'ouzout ket pehini eo hent an avel, na penaos en em stumm an eskern e kof an dougerez, evel-se n'anavezez ket labour Doue, en deus graet an holl draoù.


A-hend-all, va mab, laka evezh ouzh an traoù-mañ: d'ober kalz a levrioù, n'eus ket a ziwezh, ha kement a studi n'eo nemet skuizhder evit ar c'horf.


Rak e holl zeizioù n'int nemet glac'har, hag e labour nemet enkrez, en noz zoken ne ziskuizh ket e galon. Kement-se ivez a zo avel.


Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Gwelet em eus al labour en deus roet Doue da vibien an dud evit e ober.


Graet en deus pep tra kaer en hec'h amzer. Lakaet en deus zoken ar beurbadelezh en o c'halon, hep ma c'hellfe an den kompren adalek ar penn kentañ betek an dibenn petra a ra Doue.


Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.


Lakaet em eus va c'halon da anavezout, da furchal ha da glask ar furnez hag an abegoù a bep tra, ha da anavezout drougiezh ar follentez ha diskiantegezh ar sotoni.


Gwelet em eus an holl draoù-se, ha lakaet em eus va c'halon da bep labour en em ra dindan an heol. Bez' ez eus un amzer ma ren an den war an den evit e walleur.


Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan