Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Apocalyps 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Int a welo e zremm hag e anv a vo war o zalioù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Gwelet a raint he faç, hag he hano a vezo var ho zal.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Apocalyps 22:4
18 Iomraidhean Croise  

Pediñ a raio Doue hag e vo selaouet, gwelout a raio gant levenez e zremm, eñ a rento d'an den-se e reizhder.


Evidon-me, er reizhder e welin da zremm. Pa zihunin, e vin leuniet gant da skeudenn.


Profit aberzhoù a reizhder, ha fiziit en AOTROU.


Evel ma hirvoud an heizez etrezek an doureier-red, evel-se, o va Doue, e hirvoud va ene davedout!


Da zaoulagad a welo ar roue en e gaerder, sellout a raint ouzh an douar er pelloù.


Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.


gloar an AOTROU a vo diskuliet, ha pep kig war un dro a welo anezhañ, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:


Eürus ar re o deus ur galon glan, rak Doue a welint!


Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.


Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.


Bremañ e welomp dre ur melezour, en un doare teñval, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremañ ec’h anavezan en un doare diglok, met neuze ec’h anavezin-tre, evel ma’z on bet anavezet-tre.


Klaskit ar peoc’h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,


Me a sellas ha setu, an Oan en em zalc’he war Venez Sion, ha gantañ kant pevar mil ha daou-ugent a dud o doa anv e Dad skrivet war o zalioù.


Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.


o lavarout: Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, betek m’hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan