Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Apocalyps 17:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Bez’ int ivez seizh roue. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n’eo ket c’hoazh deuet ha, pa vo deuet, ne dle ket padout pell.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Beza int ive seiz roue, pemp a zo kwezet; unan a zo beo, egile n’eo ket deuet c’hoas, ha pa vezo deuet, e tle pad neubeud a amzer.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Apocalyps 17:10
6 Iomraidhean Croise  

En amzer-se e vo ankounac'haet Tir e-pad dek vloaz ha tri-ugent, hervez padelezh buhez ur roue, hag a-benn dek vloaz ha tri-ugent e vo eus Tir evel eus ar c'hast a gomz ar ganaouenn anezhi:


Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c’hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.


Diskouez a reas holl c’halloud al loen kentañ dirazañ, hag e lakaas an douar hag ar re a chome warnañ da azeuliñ al loen kentañ a zo bet yac’haet dezhañ e c’houli marvus.


Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d’ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac’haet hag an holl douar a oa en estlamm oc’h heuliañ al loen.


Al loen a oa ha n’emañ ken, a zo e-unan un eizhvet roue, emañ eus ar seizh ha mont a ra da goll.


An dek korn ac’h eus gwelet d’al loen a gasaio ar c’hast, he glac’haro, he diwisko, a zebro he c’hig hag he c’haso da netra gant an tan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan