Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Apocalyps 16:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Hag ar gear vraz a oe rannet e teir loden; diskaret e oe keariou an nationou, ha Doue a zeuaz memor dezhan euz ar gear vraz a Vabylon, evit rei dezhi calir ar gwin euz a fulor he goler.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Apocalyps 16:19
15 Iomraidhean Croise  

Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


da holl rouaned an hanternoz, ken tost evel pell, an eil goude egile, da holl rouantelezhioù ar bed, a zo war-c'horre an douar. Ha roue Sheshak a evo war o lerc'h.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


O c’horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec’h ma’z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.


Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.


Ar wreg ac’h eus gwelet eo ar gêr vras a ren war rouaned an douar.


War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar.


En em zerc’hel a raint pell gant aon rak hec’h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c’halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur.


Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.


Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d’an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken.


rak he fec’hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan