Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Apocalyps 13:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ober a reas burzhudoù bras, zoken betek lakaat an tan da ziskenn eus an neñv war an douar dirak an dud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Hag ober a rea burzudou braz, beteg lakaad tan da zisken euz an env d’an douar, dirag daou‐lagad an dud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Apocalyps 13:13
20 Iomraidhean Croise  

Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.


Met strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù. Kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .


Met ar strobinellerien a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù, o lakaat raned da bignat war vro Ejipt.


Ar strobinellerien ne c'helljont ket en em zerc'hel dirak Moizez en abeg d'ar goulioù. Rak ar goulioù a oa war ar strobinellerien evel war an holl Ejipsianed.


Un tan a zeuas a-berzh an AOTROU hag a guzumas an daou c'hant hag hanter-kant den a ginnige ar c'hwezh-vat.


Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.


Evel m’o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.


Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teuio eus o genoù un tan a lonko o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e ranko bezañ lazhet en doare-se.


Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d’o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c’halloudek.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Pignat a rejont war c’horre an douar, en em lakajont en-dro da gamp ar sent ha d’ar gêr garet-mat. Met un tan a ziskennas digant Doue eus an neñv hag a lonkas anezho.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan