Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Apocalyps 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Kemer a ris al levr bihan eus dorn an ael hag e lonkis anezhañ. Dous e voe em genoù evel mel, met pa em boe e lonket, va bouzelloù a voe leuniet a c’hwervder.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Hag e kemeriz al levr bihan euz a zorn an eal, hag e tebriz anezhan; hag e oe em genou dous evel mêl, mes pa em boe lounket anezhan, va entraillou a oe leun a c’hoervder.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Apocalyps 10:10
9 Iomraidhean Croise  

Ra vo plijus dezhañ va fedenn! Laouenaat a rin en AOTROU.


Pegen dous eo da c'her da'm staon, dousoc'h eget ar mel da'm genoù!


Doujañs an AOTROU a zo digemmesk, padout a ra da virviken. Barnedigezhioù an AOTROU n'int nemet gwirionez, holl int reizh a-dra-sur.


Gerioù plijus a zo terennoù mel, douster d'an ene ha yec'hed d'an eskern.


Displegañ a reas anezhañ dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoù, goueladegoù ha huanadoù a oa skrivet ennañ.


Ar Spered am savas hag am dezougas, hag ez aen kuit c'hwerv, gant fulor em spered. Met dorn an AOTROU a oa gant galloud warnon.


Hag e lavaras din: Mab an den, laka da gof da zebriñ ha leugn da vouzelloù gant ar roll-mañ a roan dit. Hag e tebris anezhañ, hag e voe dous da'm genoù evel mel.


Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c’hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.


Mont a ris etrezek an ael hag e lavaris dezhañ: Ro din al levr bihan. Hag e lavaras din: Kemer ha lonk anezhañ, leuniañ a raio da vouzelloù a c’hwervder, met e-barzh da c’henoù e vo dous evel mel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan