Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Amoz 9:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hag o flantin war o douar, ha ne vint ken displantet eus o douar am eus roet dezho, eme an AOTROU da Zoue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Amoz 9:15
16 Iomraidhean Croise  

O Doue! Klevet hon eus gant hon divskouarn, hon tadoù o deus disklêriet deomp an oberenn ac'h eus graet en o amzer, en deizioù a-wechall.


Doue an armeoù, adsav ac'hanomp! Ra da'z tremm lugerniñ hag e vimp salvet!


Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.


met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma en deus o c'haset enno. Rak o degasin en-dro d'o bro am boa roet d'o zadoù.


met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet pignat kuit ha distroet diskennidi ti Israel eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag e vint o chom en o bro.


Hag e sellin outo gant ul lagad madelezhus, hag o degasin en-dro d'ar vro-mañ, hag e tiazezin anezho ha n'o distrujin ken, hag e plantin anezho ha n'o zennin ken.


En deizioù-se ti Juda a gerzho gant ti Israel, hag e teuint a-gevret eus bro an hanternoz d'ar vro am eus roet evel hêrezh d'ho tadoù.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Prenet e vo c'hoazh tiez, parkeier ha gwini er vro-mañ.


Setu e tastumin anezho eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, em c'hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d'al lec'h-mañ, evit ma chomint ennañ e surentez.


Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.


Hag e tegasin en-dro re zalc'het Juda ha re zalc'het Israel, hag e tiazezin anezho evel diagent.


Ne vint ken preizh ar broadoù, loened an douar n'o debrint ken, hag e vint o chom e surentez, hep ma vefe den d'o spontañ.


Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da gemer mibien Israel a-douez ar broadoù ma'z int aet, o dastum a rin a bep tu, hag o degasin en o bro.


Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.


Met Juda a vo annezet da viken, ha Jeruzalem a oad da oad.


Pep hini a azezo dindan e winienn ha dindan e fiezenn, ha den ebet ne spourono anezho, rak komzet en deus genoù AOTROU an armeoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan