Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Amoz 9:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Hag e lakain da zistreiñ harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c'hêrioù gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec'h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoù, hag e tebrint frouezh diouto.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Amoz 9:14
31 Iomraidhean Croise  

hadañ a reont parkeier ha platañ gwini, a ro frouezh pep bloaz.


Aze e-lec'h n'eus spont ebet, ez eont da vezañ leuniet a spouron, rak Doue a stlabezo eskern ar re a gamp a-enep dit. O rentañ a ri mezhek rak Doue en deus o zaolet kuit.


Sav da zaoulagad en-dro dit ha sell: an holl en em zastum hag e teuont da'z kavout, da vibien a zeu a-ziabell, da verc'hed a zo douget war an divrec'h.


Adsevel a raint dismantroù kozh, adaozañ a raint distrujadennoù an amzerioù kozh, adkempenn a raint kêrioù gwastet, distrujet a oad da oad.


Sevel a raint tiez hag emaint o chom enno; plantañ a raint gwiniennoù hag e tebrint o frouezh.


Hag e c'hoarvezo, goude bezañ o diframmet, ma em bo c'hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiñ d'e hêrezh, ha pep hini d'e zouar.


met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma en deus o c'haset enno. Rak o degasin en-dro d'o bro am boa roet d'o zadoù.


met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet pignat kuit ha distroet diskennidi ti Israel eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag e vint o chom en o bro.


Hag e sellin outo gant ul lagad madelezhus, hag o degasin en-dro d'ar vro-mañ, hag e tiazezin anezho ha n'o distrujin ken, hag e plantin anezho ha n'o zennin ken.


Rak en em lakain da vezañ kavet ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e tegasin en-dro ho re zalc'het, ho tastumin a-douez an holl vroadoù hag eus an holl lec'hioù ma em bo ho kaset kuit, eme an AOTROU, hag ho tegasin en-dro d'al lec'h am boa ho harluet diwarnañ.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc'het teltennoù Jakob hag em bo truez eus e dinelloù. Ar gêr a vo adsavet war hec'h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec'h.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tegasin en-dro re zalc'het va fobl Israel ha Juda, eme an AOTROU, hag e rin dezho distreiñ d'ar vro am boa roet d'o zadoù, hag e perc'hennint anezhi.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lavaret e vo c'hoazh ar gomz-mañ e bro Juda hag en he c'hêrioù, pa em bo degaset en-dro o re zalc'het: Ra'z pennigo an AOTROU, o chomlec'h ar reizhder ha menez ar santelezh!


Evel ma em eus eveshaet warno evit tennañ, evit diskar, evit pilat, evit distrujañ hag evit noazout, evel-se ec'h eveshain warno evit sevel hag evit plantañ, eme an AOTROU.


Plantañ a ri c'hoazh gwini war venezioù Samaria, hag ar re o devo o flantet a zastumo ar frouezh evito.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Prenet e vo c'hoazh tiez, parkeier ha gwini er vro-mañ.


Setu e tastumin anezho eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, em c'hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d'al lec'h-mañ, evit ma chomint ennañ e surentez.


mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.


Hag e tegasin en-dro re zalc'het Juda ha re zalc'het Israel, hag e tiazezin anezho evel diagent.


Me a zegaso en-dro o re zalc'het, re zalc'het Sodom hag he merc'hed, re zalc'het Samaria hag he merc'hed, hag ivez re zalc'het eus da zalc'hidigezh e-touez o re,


Bez' e vint o chom ennañ e surentez, hag e savint tiez, hag e plantint gwini. Ya, bez' e vint o chom ennañ e surentez, pa em bo graet va barnedigezhioù a-enep ar re a zo tro-dro dezho hag o dispriz, e ouezint ez on me an AOTROU o Doue.


Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da gemer mibien Israel a-douez ar broadoù ma'z int aet, o dastum a rin a bep tu, hag o degasin en o bro.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bremañ e kasin en-dro dalc'hidi Jakob, hag em bo truez eus holl di Israel, hag e vin gwarizius ouzh va anv santel,


Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.


O madoù a vo preizhet hag o ziez gwastet. Savet o devo tiez, met ne vint ket o chom enno, ha plantet o devo gwini, met n'evint ket eus o gwin.


Hag e vo an aodoù-mañ evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan