Joaz mab Joakaz a adkemeras eus daouarn Ben-Hadad mab Hazael ar c'hêrioù en doa hemañ kemeret eus daouarn Joakaz e dad, e-pad ar brezel. Joaz a gannas anezhañ teir gwech, hag ec'h adkemeras kêrioù Israel.
Adlakaat a reas harzoù Israel, adalek mont tre Hamad betek mor ar blaenenn, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU Doue Israel dre e servijer Jonaz mab Amitai, ar profed a oa eus Gad-Hefer,
Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.
Hag e c'hoarvezas e deizioù Akaz mab Ozia, roue Juda, penaos Rezin, roue Siria, ha Pekak mab Remalia, roue Israel, a bignas a-enep Jeruzalem evit he sezizañ. Met ne c'helljont ket he zrec'hiñ.
ha lavar dezhañ: Laka evezh ha chom sioul, na'z pez ket aon, ra n'en em c'hlac'haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia,
Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,
Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,
Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.
Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.
ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?
An AOTROU Doue a lakaas ur risin da greskiñ dreist Jonaz, evit reiñ skeud war e benn hag e zieubiñ eus e c'hlac'har. Ha Jonaz en doe ul levenez vras abalamour d'ar risin.
En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, c’hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C’hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.
Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.
Mont a rejont war ar maez da vendemiñ o gwini, da jaodriñ ha d'ober chervad. Neuze ez ejont da di o doue da zebriñ ha da evañ, hag e villigjont Abimelek.