Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Amoz 5:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Setu perak e harluin ac'hanoc'h en tu all da Zamask, eme an AOTROU, Doue an armeoù eo e anv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Amoz 5:27
10 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a skoio war Israel, evel ma vefe hejet ar gorzenn en dour, hag e tiframmo Israel diwar an douar mat-se en doa roet d'o zadoù, hag e stlabezo anezho en tu all d'ar stêr, dre m'o deus graet Asheraoù o kounnariñ an AOTROU.


En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.


betek ma kasas an AOTROU Israel pell diouzh e zremm, evel m'en doa disklêriet dre e holl servijerien ar brofeded. Hag Israel a voe harluet eus e vro da Asiria, betek hiziv.


En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.


Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Mard ez a-youl etrezek pennoù roue Babilon, da ene a vevo hag ar gêr-mañ ne vo ket devet dre an tan. Hag e vevi, te ha da di.


Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.


Met douget hoc'h eus teltenn ho roue, skeudenn hoc'h idoloù, steredenn ho toueoù, hoc'h eus graet evidoc'h.


Gwalleur d'ar re a zo sioul e Sion ha d'ar re a zo e surentez war venez Samaria, lec'hioù kentañ e-touez ar broadoù. Ti Israel a zo deuet betek enno.


Setu perak ez eont da vezañ harluet e penn an harluidi, ha festoù an dud orgedus a baouezo.


Douget hoc’h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc’h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac’hanoc’h en tu all da Vabilon.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan