Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Amoz 5:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Met ra redo ar varnedigezh evel dour, hag ar reizhder evel ur froud diheskus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Amoz 5:24
11 Iomraidhean Croise  

Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoù.


O! Ma vijes evezhiek ouzh va gourc'hemennoù! Da beoc'h a vije evel ur stêr, ha da reizhder evel gwagennoù ar mor,


evel-henn e komz an AOTROU: Grit hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, na vac'hit ket an diavaeziad nag an emzivad nag an intañvez, na vezit ket taer, na skuilhit ket ar gwad didamall el lec'h-mañ.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Priñsed Israel, a-walc'h! Lamit kuit an taerder hag ar skraperezh, grit hervez ar barnedigezhioù hag ar reizhder, tennit ho preizherezh diwar va fobl, eme an Aotrou AOTROU.


Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, hag anaoudegezh Doue kentoc'h eget loskaberzhoù.


Pella diouzhin trouz da ganaouennoù, ne fell ket din selaou son da ludoù.


dre ma troont en huelenn ar gwir ha ma vac'hont d'an douar ar reizhder.


Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan