En noz-se e tremenin dre vro Ejipt hag e skoin war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek an dud betek al loened, hag e rin barnadegoù war holl zoueoù an Ejipt. Me eo an AOTROU .
An AOTROU a dremeno evit skeiñ war an Ejipt hag a welo ar gwad war ar gourin ha war an daou bost; an AOTROU a dremeno dreist an nor ha ne lezo ket an distrujer da vont da skeiñ en ho tiez.
Ar joa hag al levenez o deus tec'het eus ar parkeier druz, ken a gan er gwiniennoù, ken a griadennoù a levenez, ken a flastrer evit jaodriñ ar gwin er beolioù, lakaet em eus da baouez ar c'hriadennoù laouen.
Ar joa hag al levenez a zo aet kuit eus ar parkeier frouezhus hag eus bro Voab, hag em eus hesket ar gwin er gwaskerelloù. Ne vo ken jaodret gant youc'hoù, met kriadennoù a vrezel a vo, ha nann kriadennoù a levenez.
Evel-henn e komz an AOTROU: Petra bennak ma'z int e surentez hag e niver bras, koulskoude e vint falc'het hag ez aint da get. Ha mar em eus da izelaet, ne izelain ken ac'hanout.
Setu amañ war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioù, o Juda! Seven da ouestloù! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.
Hag e kampin en-dro da'm zi en abeg d'an arme hag en abeg d'ar re a zo o vont hag o tont. Ar gwasker ne dremeno ken warno, rak bremañ e sellan outi gant va daoulagad.