En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.
Met setu ez an da lakaat da sevel a-enep deoc'h ur vroad, ti Israel, eme an AOTROU, Doue an armeoù, ur vroad ho kwasko, adalek mont tre Hamad betek froud ar gouelec'h.
An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,