Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Amoz 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 An den prim ne c'hello ket tec'hout, an hini kreñv ne gavo ket e nerzh, an hini kalonek ne saveteo ket e vuhez,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Amoz 2:14
9 Iomraidhean Croise  

Met daoulagad ar re zrouk a vo kuzumet, pep tec'h a vo kollet evito, rentañ o ene a vo o esperañs.


Ar roue n'eo ket saveteet dre e c'halloud bras, hag an den galloudek n'eo ket dieubet dre e nerzh bras.


Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.


Hag ar vêsaerien n'o devo lec'h ebet da dec'hout, na renerien an tropell da vont kuit.


Adalek m'o gwelas Sedesia roue Juda hag an holl dud a vrezel, e tec'hjont hag ez ejont er-maez eus kêr, da noz, dre hent liorzh ar roue, dre an nor etre an div voger. Mont a rejont etrezek ar blaenenn.


Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,


Ober a ra d'an distruj dont a-enep ar c'halloudeien, hag an diskar a-enep ar c'hreñvlec'hioù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan