Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Agge 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 neuze, pa deuec'h d'ur bern a ugent muzuliad, ne oa nemet dek, pa zeuec'h d'ar veol evit tennañ hanter-kant muzul eus ar waskell, ne oa nemet ugent.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Agge 2:16
9 Iomraidhean Croise  

Dek keñver gwinieg ne roint nemet ur bat, hag un homer a had ne roio nemet un efa.


Ar joa hag al levenez a zo aet kuit eus ar parkeier frouezhus hag eus bro Voab, hag em eus hesket ar gwin er gwaskerelloù. Ne vo ken jaodret gant youc'hoù, met kriadennoù a vrezel a vo, ha nann kriadennoù a levenez.


Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.


Taolit evezh eta, adalek an deiz-se hag en ur sevel en amzer dremenet, a-raok ma oa bet lakaet maen war vaen e templ an AOTROU,


Skoet em eus warnoc'h dre an dev, dre ar mergl, dre ar grizilh en holl labour ho taouarn. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiñ gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoù, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioù. Ya, mallozhiñ a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan