Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Adlezenn 29:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU, Doue o zadoù, en doa graet ganto p'en deus tennet anezho eus bro Ejipt,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Adlezenn 29:25
20 Iomraidhean Croise  

An ti-mañ a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e c'hwitello hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mañ ha d'an ti-mañ?


Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU o Doue, en deus lakaet o zadoù da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoù all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioù-se da zont warno.


Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.


Ha mibien Israel o doa graet e-kuzh traoù na oant ket didro a-enep an AOTROU o Doue. Savet o doa dezho uhellec'hioù en o holl gêrioù, adalek tour ar warded betek ar c'hêrioù kreñv.


Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a zo entanet a-enep al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.


Hag en em savas ivez a-enep ar roue Nebukadnezar, en doa e lakaet da douiñ dre Zoue. Reutaat a reas e c'houzoug hag e kaletaas e galon, evit chom hep distreiñ d'an AOTROU Doue Israel.


servijañ a rejont o idoloù, ar pezh a voe ur pech evito,


Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,


Met c'hwi hag a zilez an AOTROU, hag a ankounac'ha va menez santel, hag a gempenn un daol d'ar chañs vat, hag e leugn un hanaf evit ar blanedenn,


Hag e lavari dezho: Dre ma o deus ho tadoù dilezet ac'hanon, eme an AOTROU, dre ma'z int aet war-lerc'h doueoù all, dre ma o deus o servijet ha stouet dirazo, dre ma o deus va dilezet ha n'o deus ket miret va lezenn,


Kalz a vroadoù a dremeno e-kichen ar gêr-mañ, ha pep hini a lavaro d'e genseurt: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar gêr vras-mañ?


Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU o Doue, ha dre m'o deus stouet dirak doueoù all ha servijet anezho.


nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.


en abeg d'an droug o deus graet evit va c'hounnariñ, o vont da ginnig ezañs ha da servijañ doueoù all, n'o deus ket anavezet, nag int, na c'hwi, nag ho tadoù.


An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù.


ha ma'z int aet da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, doueoù n'anavezent ket ha n'en doa ket roet dezho da lodennañ.


nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan