Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Adlezenn 28:58 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

58 Ma ne virez ket an holl gomzoù eus al lezenn-mañ, a zo skrivet el levr-mañ, o toujañ anv glorius ha spontus an AOTROU da Zoue,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Adlezenn 28:58
27 Iomraidhean Croise  

Hag al Levited Jezua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania ha Petakja a lavaras: Savit, bennigit an AOTROU ho Toue a holl viskoazh da holl viken! Ra vo benniget da anv glorius, a zo savet uheloc'h eget pep bennozh ha pep meuleudi!


Kaset en deus an dasprenadur d'e bobl, diazezet en deus e emglev da viken. E anv a zo santel ha spontus.


O Doue! Eus da vadelezh e oamp en gortoz e-kreiz da dempl.


Selaou, va fobl, hag e komzin; testeniañ a rin a-enep dit, o Israel! Me eo Doue, da Zoue.


Chom a rin en da deltenn da viken. En em dennañ a rin dindan skeud da eskell.  Ehan


Benniget ra vo da viken e anv glorius, ra vo an douar holl leuniet gant e c'hloar! Amen! Amen!


Ra vint mezhus, ra vint spontet da viken, ra vint rentet pinous ha ma'z aint da get!


Ra vo meulet e anv bras ha spontus, rak santel eo.


Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.


Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


Me eo an AOTROU, hennezh eo va anv, ne roin ket va gloar da unan all, na va meuleudi d'ar skeudennoù kizellet.


Dinac'het o deus an AOTROU, hag o deus lavaret: N'eo ket eñ! An droug ne zeuio ket warnomp, ne welimp nag ar c'hleze nag ar gernez.


Ha ne zoujot ket ac'hanon, eme an AOTROU, ha ne grenot ket dirazon? Me am eus lakaet an traezh evel harz d'ar mor, dre ur reolenn beurbadus na dremeno ket. E goummoù a fiñv met dic'halloud int, krozal a reont met ne dremenint ket dreist.


Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.


N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.


Ma ne sentez ket ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, ma ne virez ket e holl c'hourc'hemennoù hag e holl reolennoù a gemennan dit hiziv ha ma ne rez ket diouto, setu an holl vallozhioù a zeuio warnout hag a c'hoarvezo ganit:


an AOTROU a lakaio da zont goulioù estonus warnout ha goulioù war da lignez, goulioù bras ha kendalc'hus, kleñvedoù fall ha padus.


Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag e toui dre e anv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan