Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Abdia 1:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Hag an harluidi-se, arme mibien Israel, a berc'henno ar pezh a zo d'ar Gananeiz betek Sarepta, hag an harluidi eus Jeruzalem a zo e Sefarad a berc'henno kêrioù ar c'hreisteiz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Abdia 1:20
12 Iomraidhean Croise  

Kêrioù ar c'hreisteiz a zo prennet, n'eus den da zigeriñ anezho, Juda en e bezh a zo kaset en dalc'hidigezh, kaset eo holl.


En deizioù-se ti Juda a gerzho gant ti Israel, hag e teuint a-gevret eus bro an hanternoz d'ar vro am eus roet evel hêrezh d'ho tadoù.


Prenet e vo parkeier gant arc'hant, skrivet e vo kevratoù anezho, siellet e vint, kemeret e vo testoù e bro Venjamin ha war-dro Jeruzalem, e kêrioù Juda, e kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn hag e kêrioù ar c'hreisteiz. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, eme an AOTROU.


E kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn, e kêrioù ar c'hreisteiz, e bro Venjamin, war-dro Jeruzalem, hag e kêrioù Juda, an tropelloù a dremeno c'hoazh dre zaouarn an hini a niver anezho, eme an AOTROU.


e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.


Hag e lakain tud da gerzhout warnoc'h, va fobl Israel, int a berc'henno ac'hanoc'h hag e viot o hêrezh, ha n'o distrujot ken.


Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta e bro Sidon.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan