Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Abdia 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Rak evel ma hoc'h eus evet war va menez santel, evel-se an holl vroadoù a evo dalc'hmat. Ya, evañ a raint, lonkañ a raint, hag e vint evel ma ne vijent ket bet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Abdia 1:16
13 Iomraidhean Croise  

Chomet on dilavar abaoe pell, chomet on sioul, en em zalc'het on; krial a rin evel ur vaouez o wilioudiñ, mougañ ha dianalañ a rin war un dro.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evañ an hanaf a evo anezhañ, ha te a vefe ezdalc'het? Ne vi ket ezdalc'het, met a-dra-sur evañ a ri anezhañ.


Tridal a ri hag e laouenai, merc'h Edom, a zo o chom e bro Uz! An hanaf a dremeno ivez etrezek ennout, mezv ha lakaet en noazh e vi


Gouzout a reot ez on an AOTROU ho Toue a zo o chom e Sion, menez va santelezh. Ha Jeruzalem a vo santel, hag an diavaezidi ne dremenint ken enni.


Dont a reont holl evit skrapañ, o dremmoù a zo astennet war-raok, dastum a reont prizonidi evel traezh.


Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan