Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Abdia 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Rak devezh an AOTROU a zo tost evit an holl vroadoù; graet e vo dit evel ma ec'h eus graet. Da oberoù a gouezho war da benn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Abdia 1:15
28 Iomraidhean Croise  

met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemañ a c'hourc'hemennas dre lizheroù ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eñ hag e vibien, ouzh ar post.


Perak na laka ket an Holl-C'halloudeg amzerioù a-du? Perak ar re a anavez anezhañ ne welont ket e zeizioù?


Merc'h Babel, an hini wastet, eürus an den a roio dit ar pezh ac'h eus graet deomp!


An hini drouk a vo paket en e zireizher, hag a vo dalc'het en ereoù e bec'hed.


Evel-henn e komz an AOTROU a-enep va holl amezeien fall a zorn war an hêrezh am eus roet da'm fobl Israel: Setu ez an d'o diframmañ eus o bro, hag e tiframmin ti Juda eus o c'hreiz.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evañ an hanaf a evo anezhañ, ha te a vefe ezdalc'het? Ne vi ket ezdalc'het, met a-dra-sur evañ a ri anezhañ.


Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.


rak eo deuet an distrujer warni, war Vabilon, tapet eo he c’hadarnidi, torret eo o gwaregoù, an AOTROU eo Doue ar veñjañs, hag e roio da bep hini ar pezh a zo dleet dezhañ.


Rak tost eo an deiz, ya tost eo deiz an AOTROU, deiz a goumoul, deiz ar broadoù e vo.


en abeg da-se, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, e rin dit hervez da gounnar ha da fulor ac'h eus diskouezet ez kasoni outo, hag en em roin da vezañ anavezet en o zouez, pa varnin ac'hanout.


Evel ma'z out bet laouenaet diwar-benn hêrezh ti Israel pa voe drastet, evel-se e rin dit. Te a vo drastet Menez Seir, gant Edom en e bezh, hag e ouezint ez on me an AOTROU.


Siwazh! Pebezh devezh! Rak devezh an AOTROU a zo tost, dont a ra evel ur freuz a-berzh an Holl-C'halloudeg.


Sonit ar shofar e Sion, grit dezhañ tregerniñ war va menez santel, ra greno holl dud ar vro, rak devezh an AOTROU a zeu, tost emañ,


Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenañ; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?


Gwalleur d'ar re a c'hoanta devezh an AOTROU! Da betra e servijo deoc'h an devezh-mañ? Devezh an AOTROU a vo teñvalijenn ha nann sklêrijenn,


Devezh an AOTROU, ha ne vo ket teñvalijenn ha nann sklêrijenn, duder ha nann sked?


e rin veñjañs gant kounnar ha gant fulor war ar broadoù n'o devo ket selaouet.


Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoù, nemorant ar pobloù a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Adoni-Bezek a lavaras: Dek roue ha tri-ugent, meudoù o daouarn hag o zreid troc'het, a zastume dindan va zaol ar pezh a gouezhe; Doue en deus rentet din ar pezh am eus graet. O vezañ bet degaset da Jeruzalem, e varvas eno.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan