Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 4:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Hast buan, dont a-raok ar goañv. Eubuluz, Pudens, Linuz, Klaodia hag an holl vreudeur a salud ac’hanout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Hast buhan dond araog ar goanv. Eubulus, Pudens, Linus, Claudia hag an holl vreudeur a zalud ac’hanoud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 4:21
11 Iomraidhean Croise  

Pa’z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargañ digantañ, gant aon na lakafe ac’hanout dirak ar barner, hag ar barner da’z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da’z lakaat er prizon.


An holl vreudeur a salud ac’hanoc’h. En em saludit an eil egile dre ur pok santel.


An holl sent a salud ac’hanoc’h.


An holl sent a salud ac’hanoc’h, dreist-holl ar re eus ti Kezar.


o kaout eñvor eus da zaeroù hag o c’hoantaat gwelout ac’hanout evit bezañ leuniet a levenez,


Pa zeui, degas ar vantell am eus lezet e Troaz e ti Karpuz, hag al levrioù ivez, dreist-holl ar skridoù-parch.


Dont dizale da’m c’havout,


Pa gasin dit Artemaz pe Tichik, hast buan dont da’m c’havout e Nikopoliz, rak eno em eus graet va soñj da dremen ar goañv.


Bugale da c’hoar dibabet, a salud ac’hanout! Amen.


rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoù ouzh genoù. Ar peoc’h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac’hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan