Paol, goude bezañ c’hoazh chomet e Korint pell a-walc’h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc’het rak graet en doa ur gouestl.
Eno e kavas ur Yuzev anvet Akilaz, genidik eus ar Pont, nevez deuet eus Italia gant Prisilha e wreg, abalamour m’en doa Glaoda gourc’hemennet d’an holl Yuzevien mont kuit eus Rom. Mont a reas d’o c’havout
En em lakaat a reas da gomz gant hardizhegezh er sinagogenn. Akilaz ha Prisilha o vezañ e glevet, a gemeras anezhañ ganto hag a zisplegas dezhañ gant muioc’h a evezh hent Doue.