Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 evit ma vo an den a Zoue peurc’hraet ha prest da bep oberenn vat.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 evit ma vezo an den a Zoue rentet parfet, ha mad evit peb mad‐ober.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 3:17
12 Iomraidhean Croise  

Disklêriañ a ris dezho e oa bet dorn mat va Doue warnon, hag ivez ar c'homzoù en doa ar roue lavaret din. Neuze e lavarjont: Savomp ha mañsonomp! Hag e kreñvajont o daouarn evit ober mat.


Bez’ e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz. Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù.


Ha Doue a zo galloudek evit ho leuniañ a bep seurt grasoù, evit, pa ho po e pep amzer hag e pep tra kement a zo ret, ma kreskot en holl oberoù mat,


Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoù-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d’e vestr, ha kempennet evit pep ober mat.


Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat,


Lakaomp evezh an eil ouzh egile evit en em atizañ d’ar garantez ha d’an oberoù mat.


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan