Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Evidout, chom start en traoù ac’h eus desket hag anavezet evel asur, o c’houzout gant piv ec’h eus o desket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Mes te, kendalc’h mad en traou ec’h euz desket, hag euz a bere ez oud bet assuret, o c’houzout gant piou ec’h euz desket anezhe, hag o c’houzout penaos,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 3:14
12 Iomraidhean Croise  

abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.


Unan a gav un deiz dreist un deiz all, unan all a gav an holl zeizioù heñvel. Ra vo pep hini kendrec’het en e soñjoù e-unan.


evit ma vo o c’halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,


rak hon Aviel n’eo ket bet kemennet deoc’h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c’hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac’hanoc’h.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc’h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac’hanout.


Dalc’h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac’h ac’h eus klevet diganin.


An traoù ac’h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.


Abaoe da vugaleaj ec’h anavezez ar Skriturioù Santel a c’hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.


stag ouzh ar wir gredenn a dle bezañ kelennet, evit ma vefe gouest da aliañ hervez ar gelennadurezh santel ha da gendrec’hiñ ar re a stourm outi.


tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.


Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan