Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Mes an dud fall hag an dromplerien a ielo var wassaad, en eur drompla ar‐re all, hag o veza tromplet ho‐unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 3:13
15 Iomraidhean Croise  

Gantañ emañ ar galloud hag ar furnez, dezhañ eo an hini touellet hag an toueller.


Emañ o peuriñ ludu, dianket eo gant e galon douellet, ne c'hell na dieubiñ e ene na lavarout: Ha ne vefe ket ur gaou a zalc'han em dorn?


Hag e lavaras din: Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioù brasoc'h a reont.


e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,


Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,


Evel m’o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


Goude bezañ tec’het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d’en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec’het, o stad diwezhañ a vo gwashoc’h eget an hini kentañ.


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.


Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac’h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc’hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan