Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 2:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 ha ma’z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc’h anezho ereet ha dindan e volontez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 evit en em diluya euz a bechou an diaoul, pehini ho dalc’h dindan‐han pleget d’he volontez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 2:26
28 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a lavaras da Satan: Setu, kement en deus a zo ez torn, nemetken, na laka ket da zorn warnañ. Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU.


An AOTROU a lavaras da Satan: Setu, emañ ez torn, nemetken, mir e vuhez.


Hon ene en deus tec'het kuit evel ul labous eus roued al labousetaer. Torret eo bet ar roued, ha ni hon eus tec'het kuit.


Setu perak komz an AOTROU a vo dezho kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, un tamm amañ, un tamm aze, evit ma kouezhint war o c'hein en ur gerzhout ha ma vint torret, evit ma kouezhint en ur stign ha ma vint paket.


Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.


Kalz anezho a streboto hag a gouezho, a vo bruzunet, a vo luziet ha paket.


Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e surentez.


O vezañ deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien gopraet gant va zad o deus bara e-leizh, ha me a zo o vervel gant an naon!


kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na’z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev.


Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,


War-lerc’h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec’h eus lavaret gaou d’ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?


Dihunit hervez ar reizhder ha na bec’hit ket, rak bez’ ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.


evit ma n’en devo ket Satan ar gounid warnomp, rak n’omp ket hep anavezout e soñjoù.


Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.


Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,


En o zouez emañ Himene hag Aleksandr, am eus roet da Satan evit ma teskint tremen hep mallozhiñ.


Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan